Kaiserliche Marine

Morlu Impalaeriezh Alamagn
Morlu
Deiziad krouiñ1871 Kemmañ
Brezelbrezel diabarzh Samoa Kemmañ
StadImpalaeriezh alaman Kemmañ
Perc'henn warSMS Goeben Kemmañ
Raklec'hiet gantMorlu Prusia Kemmañ
Heuliet gantReichsmarine Kemmañ
Deiziad divodañ1918 Kemmañ
Item operatedImperial German Navy fleet, SM UC-61 Kemmañ
Order of battleImperial German Navy order of battle Kemmañ
Roll elfennoùlistenn bigi Morlu Impalaeriezh Alamagn Kemmañ

Morlu Impalaeriezh Alamagn (alamaneg : Kaiserliche Marine, "Morlu Impalaerel") a oa ur morlu krouet gant an Impalaeriezh alaman. Padet e oa etre 1871 ha 1919, ganet diwar ar Morlu prusian dister (adalek 1867, anvet Norddeutsche Bundesmarine), hag a oa bet savet da gentañ evel ur flodad difenn an arvor. An impalaer Wilhelm II en doa diorroet kalz ar morlu hag e gefridioù. Penn diazez ar morlu impalaerel alaman a oa an amiral Alfred von Tirpitz, en doa gwellaet ha brasaet anezhañ. Ouzhpenn-se en devoa adimplijet mennozhioù ha strategiezhioù ar prederour brezel stadunanat Alfred Thayer Mahan.

An disoc'h a oa bet ur redadeg d'an armoù etre ar morlu alaman hag ar Royal Navy saoz, pa oa hini an Alamanted o tont da vezañ un nerzh milourel kreñv. Deuet e oa a-benn da vezañ an eil morlu er bed, just a-dreñv ar Royal Navy. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa bet riñset ar morlu alaman war c'horre ; e-pad an emgann meur nemetañ, Emgann Jutland, ne oa bet trec'her anat ebet. En desped da se, ar flodad listri-spluj hag a oa bet diwanet kalz e-pad ar brezel a oa bet efedus-tre hag a blante bec'h war linennoù pourveziañ Breizh-Veur. E 1919, listri-brezel ar Morlu impalaerel alaman a oa bet roet d'ar Gevredidi, met a oa bet kaset d'ar strad e Scapa Flow gant ar vartoloded alaman o-unan.

An holl vigi brezel eus ar C'haiserliche Marine a oa deroù o anv gant an teir lizherenn SMS, evit Seiner Majestät Schiff.

Skritell o kondaoniñ raid 1914 war Scarborough

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne